sourires.png

#dc comics#batman#dc#bruce wayne#dick grayson#tim drake#batfam#batfamily#dc fanart



seen from Yemen
seen from United States
seen from United States

seen from United States
seen from China
seen from China
seen from United States
seen from Canada
seen from Malaysia

seen from Brazil
seen from United States
seen from Saudi Arabia
seen from China
seen from United States

seen from United States
seen from China
seen from China

seen from United States
seen from China
seen from China
sourires.png
Ink+graphite=<3, in K7
pontivy.png
Shangri la
Notenn: 3,5/5
A-boan 18 vloazh e oa Jake bugg p'eo deuet er meaz e bladenn gentañ hag a 'n oa great berzh . An div ganouenn bennañ "Lightning Bolt" ha "Two Fingers" a oa disheñvel a-walac'h deus ar sonerezh a vez great gant paotred yaouank e oad an deiz ha hiziv. Un doare folk/rock en ur ouzhpennañ Country, ar pezh a ra tout an diforc'h.Setu ma teu er maez ur bloavezh hep ken goude e bladenn gentañ un eil hini, graet "Shangri La" anezhañ. (Anv ar studio e lerc'h ma 'z eo bet enrollet ar bladenn).
Kregiñ a ra ar bladenn gant knaouennoù nerzus "There Is A Beast And We All Feed It", "Messed Up Kids", "Slumville Sunrise", kannaouennoù plijus-tre gant pozhioù brav ha speredek. An temmoù pennañ ? An disfi, ar yaouankiz, ar baourentez hag evel just ar garantez. Kanaouennoù zousoc'h a zo e eil lodenn ar bladenn, kanaouennoù skañvorc'h n'int ket evit lod 'zo gwall dalvoudus, ar pezh a zo dipitus (ar memes kudenn a zo bet er bladenn gentañ). Reoù 'zo a zo a-galite memes-tra evel "Storm Passes Away".
Alies eo bet keñveriet Jake Bugg gant ar Beatles, gwir eo e c'heller santout o levezon war kanaouennoù 'zo (evel gant darn vrasañ ar c'hanerien hiziv an deiz, alas...) Met disheñvel eo sonerezh Jake Bugg hag e vez santet ur bersonelezh ispisial dezhañ daoust da 'se. Ma c'helfemp keñveriañ gant ur c'haner all e vefe kentorc'h gant kanerien country/ Folk evel Woody Guthrie (E keñver ar vouezhda skouer)
Memes ma ne vez ket mouzc'houarzhet kalz gant Jake bugg, eo bet savet klip "Slumvill Sunrise" en un doare farsusa -walarc'h ! Ennañ e vez gwelet an aktourez Rosamund Hanson (This is england) : Sevenet eo bet ar c'hlip gant Shane Meadows (sevener ar film-mañ)
Pennad skrivet gant Laouen
9 mois ferme
Notenn : 4/5
Setu deuet en dro Albert gant e ijin hag e fent ! Gant "Bernie", "le créateur", "Enfermé dehors" pe c'hoazh "Le villain", on oa c'hoarzet betek koll hor alann. Er sinema gall eo Albert unan deus ar re nemetañ o implijout ar fent kriz ha du 'se. Dont a ra neuze en dro hor film aozour karetañ gant "9 mois ferme". Barnerezh eo Ariane (Sandrine Kiberlain, mat-tre en he ferzh), c'hwec'h miz goude bezañ bet lidet ar bloavez nevez (kement ma n'he deus ket soñj ebet ken deus an nozvezh) e zijolo eo dougerezh. Ne vo ket echu gant he zijoloadennoù : anv tad ar babig a zo enrollet e urzhiaterezhioù ar polis, gwasoc'h c'hoazh, ur muntrer eo, gwasoc'h gwasoc'h c'hoazh : Didroc'het en eus ar c'houzañver e tammoù ha drebet e zaoulagad !
Albert a zo en e bleud e-perzh "bob" an dreber daoulagad. Ar memes doare tudenn eo ur wech ouzhpenn : Souezus, bugel ha sot alies mat. Mont a ra mat-tre dezhañ an dudenn-mañ. Memes ma zeblant bezañ tost tudenn Bob deus tudennoù e filmoù kentañ eo dirc'hortoz bepred., ha padal ken tost deus ar wirionezh. Gwellet e vez mat eo awenet Albert gant e buhez : Bob a zo bet skarzhet eus ar skol vamm, dres evel Albert Dupontel pa oa 4 bloaz (evit Gwir).
Memes ma ne blijo ket ar film-mañ d'an holl (Re bounner awechoù ?Re gortozet?) eo ret forz penaos kaout doujañs d'un den a zo bet skarzet deus ar skol vamm !
Matangi
Notenn 4,5/5
Mathangi a zo anv un doueez hindou, hag anv gwir M.I.A. Kroget he deus he buhez e Sri lanka. Ur brezel diabarzh, disparc'hourien Tamoul (evel he zad), bombezennoù, taolioù mitrailhezenn o treuziñ ur prenestr er skol, dilojañ e bro india, dont en dro : setu bugaleaj M.I.A. Erruet e Londres pa oa 11 bloaz, ne gomze ket ger saozneg ebet. An dra se a ranker gouzout a-benn komprenn mat he oberenn.
Goude Arular, Kala, M.A.Y.A e teu er meaz Matangi. Kenderc'hel a ra da adnevesaat he sonerez hep disoñjal he style dezhi. Anavezet e vez mat he zoare d'ober goap diwarbenn an holl. Seblantout a ra lod eus he c'hanaouennoù treiñ war zu an dance didalvoudus ha dister. Met n'eo ket e giz 'se ar ganerez, buhan e cheñch al lusk. Meur a wech e cheñch stumm ar ganaouenn. Gellout a ra kregiñ doare raggae, dont da Electro-Dance, hep disoñjal livioù hengounel doare Indian.
N'e c'heller ket lavaret eo eas da gompren ar c'homzoù :
"Played in the park Packed with piranhas I jump in puddle Singing NIRVANA" - Double Bubble Trouble
Impljout a ra skeudennoù, liammoù iskis etre temoù piz a ranker anavezout. Liammoù gant sujedoù Sokial ha politikel alies mat. Ur meskaj etre daou ved eo pep kanaouenn. He bro, he sevenadur hag e istor feulz ha kallet (Sri lanka) hag ur bed all ( an hini emaomp o vevañ ennañ : Pinvidigezh, kizh, internet... Lakaat a ra an daou bed 'se da skeiñ an eil ouzh egile. Meskaj Dreist. Trement a ra deus istorioù karantez boutin ha dister da istorioù arc'hant ha brezel, pe istorioù repuidi politikel. Er ganaouenn ATENTion e c'hoari gant ar ger "Tent" e-pad ar ganaouenn a-bez (liammet gant buhez ar repuidi)
Ur rebech : Kanaouennoù evel Exodus (adkemeret div wech er memes pladenn) a vefe bet talvoudusoc'h gant muioc'h a lusk hag a souezadennoù, evit ma klotfe muioc'h gant ar c'homzoù.
Kenderc'hel a ra M.I.A da soueziñ arc'hanomp ha d'ober goap diouz ar sonerezh "a-galite" boutin. Ober a ra he sonerez ar bobl, gounit a ra arc'hant gantañ hag he ro daoust da se ur stêr talvoudus ha leun a ijin da bep hini deus he c'hanaouennoù !
That 70's show
Notenn : 5/5
That 70's show a zo un heuliad bet kroget e 1998 hag echuet e 2006. Padout a ra peb abadenn 22 vinutenn. En heuliad mañ e vez gwellet buhez ur strollad krenarded e fin ar bloavezhioù 70. Eric ur paotr diasur ha lentig, Donna mignonez Eric, femisistez anezhi, Kelso, ganet e fin ar sizhun (c'hoariet gant Ashton Kutsher), Hyde, ur paotr goapaus, a-enep d'ar gevredigezh, Jackie, ur plarc'h vrav, pinvidig hag egasus-tre (c'hoariet gant Mila Kunis e deroù he vicher aktourez).
Ne c'heller ket lavaret e c'hoarvez traoù dreist ordinal d'ar c'henarded-mañ, met an doare ma vez diskouezet an darvoudoù a zo farsus-tre, gant ur sell kritik alies mat diwar benn kudennoù sokial ar bloavezhioù 70 (Meneget e vez alies mat brezel korea, pe an dizingaldegoù sokial etre paotred ha merc'hed pe c'hoazh an embroiñ). An dra-se sillet en un doare sutil, primha berr kuit da vezañ pouner.
Ur bern ijin a zo gant an doare da filmañ : Gwellet e vez soñjoù an dud, pe an doare da wellet ar bed goude bezañ bet eat butun drol ganto, ha traoù all, a laoskan arc'hanoc'h da wellet drezoc'h oc'h unan !
Plijout a ra deoc'h an traoù Kitsch leun a eil derez ? Dreist ! Great eo an heuliad-mañ evidoc'h !
Skrivet gant Laouen
The Shaggs
Notenn : 5/5
Pa oa bugel an Ao. Wigging e voe lennet gant e vamm en e zorn en efe eñ ur wreg meleganez hag a varvfe araok ganedigez daou vab hag e gemerfe perzh e verc'hed en ur strollad sonerezh brudet. Goude ma vefe bet sevenet an daou ziougan kentañ e vroudas an tad e verc'hed da gas da benn en trede ziougan. Setu ma voe krouet ar strollad sonerezh "The shaggs" (Anv un doare da fichañ blev ar chas diouzh ar c'hiz tre er bloavezhioù 60) e 1968. Ur bladenn a zo bet enrollet ganto "The philosophy of the world". Ur benn oberenn a ne gavas ket daoust da 'se e begement a gouc'hemenoù, rak re abred int erruet sur a-walac'h.
Levezonet 'n eus ar strollad-mañ sonerien brudet evel Frank Zappa, pe Curt Cobain. Adkemeret eo bet ivez kanaouennoù dreist "The Philosophy Of The World" er bladenn "Better Than The Beatles : A Tribute To The Shaggs".
E 2006 e varvas ar sonerez taoserezh.
Skrivet gant Laouen