Le livre perdu des sortilèges, pe al levr hag a dalvez -3/5. Ya. NEMET ( - ).
Un istor sorserien eo Le livre perdu des sortilèges, skrivet gant Deborah Harkness, met pell eo da vezañ keñveriet da heuliad levrioù Harry Potter. Ur gouc’hemenn re vrav ha diverit e vefe !
Setu diverrañ ofisiel al levr, troet ganin diwar golo a-dreñv ma skouerenn : « Hini diwezhañ ul lignez hir a sorserien eo Diana Bishop, met abaoe pell eo bet dibabet ganti dilezel herezh he familh a-benn splujañ en hec'h enklaskoù skol-veur. Betek an deiz ma vo amprestet ganti un dornskrid hudstrilhouriezh [ alchimie ] : an Ashmole 782. Ne oar ket d’ar mare-se emañ o paouez lakat war well ur sekred kozh ha spontus, hag an holl – drouksperedoù, sorserien ha sunerien-gwad – a zo o troukc'hoantaat anezhañ. En o zouez, Matthew Clairmont, ur suner-gwad ken spouronus ha m'eo divinadellus. « Ul lazher », ‘zo bet lavaret dezhi. En em adkavout a ra buan Diana e-kreiz ar reuz, etre un dornskrid milliget hag ur garantez dibosupl. »
Ha setu hervezon ar pezh ho po da c’houzañv ma lennoc’h al levr-mañ : un istor pounner, enoeus, dioberoù, ur seurt remix Twilight, gwelloc’h ( n’eo ket diaes ), met ur gwir dorr-revr, memestra.
Dibosupl eo stagañ ‘barzh, abalamour d’un istor na grog james, d’un titouriñ pounner ha kalz re hir diwar-benn munudoù ( war-dro un ugent linenn bennak evit ar boued, ar memes tra evit ar gwin, hag tremen a ran war skouerioù all ) hag un haroz pell da lakat kengarantez da sevel ennomp.
Skrivañ kalz evit lavar nebeud a dra. Met aze, 517 pajenn evit netra, kalzik eo memestra. Marteze e krog an istor en eil levr… Met n’on ket evit lenn anezhañ.
Ar gwashañ en istor ? Ur film vo savet. D’en em grougañ e vo, ma ne cheñch ket ar sevenner an istor. Ha cheñchamantoù ‘zo d’ober !
O’Lantern












