Kick-ass part 1
Demat deoc'h holl. Emaon o vont da gomz deoc'h eus ar film Kick-ass. Kick-ass a zo ur film bet savet gant Matthew Vaughn deuet er-maezh e 2010. E-barzh ar film-mañ ez eus an arozh pennañ : Kick-ass, c'hoaroet gant Aaron Johnson-Taylor, Bigdaddy c'hoariet gant Nicolas Cage, Red Mist gant Christopher Mintz-Plasse ha HitGirl c'hoariet gant Chloë Grace-Moretz. Kontañ a ra istor Dave (Kick-ass) hag en deus c'hoant da vezañ un dreist-aroz met emañ o vont da welout n'eo ket ken aes hag e soñje. Kavet 'm eus ar film dreist, kalz a aksion a zo, gwad ivez rak ret eo din lavarout n'eo ket ur film gant un tammig feulster. Ket, bez ez eus gwad ha kalzig a feulster. Met daoust d'ar feulster, e chom ar film dispar ha fentus memestra. Neuze m'ho peus c'hoant gwelout ur film gant feulster hag tout ar pezh meneget, sellit ouzh Kick-ass. Ober a rin ur pennad all ar wech a zeu diwar-benn an eil Kick-ass. Kenavo
An dañvad-foll










