Smooth McGroove
Anavezout a reoc'h reolennoù ar c'hanañ en doare « acapella » ? Hag anavezout a reoc'h ar c'hoarioù video kentañ, ar re er mod 8bit gant ur sonerezh n'eus ket tu disoñjal met a blije kalz deomp pa c'hoariemp ?
Soñjit 'ta, m'o peus c'hoant selaou anezho adarre o po tro d'enober a-drugarez da Smooth McGroove, kaner « acapella » sonerezhioù pennañ ar c'hoarioù video anavezetañ. Gantañ e vez enrollet meur a son disheñvel ha da c'houde lakaet anezho asambles dre e urzhiataerezh evit sevel sonerezh a-bezh ar c'hoari. E videoioù a zo savet gant meur a garrezig e-lec'h m'en em diskouez o kanañ hag unan brasoc'h e-lec'h ma weller ar c'hoari e-unan (gant Smooth o c'hoari). Alies-mat e tap ar c'haner ampart-mañ e c'hazh gantañ hag e lak anzhañ da zañsal dirak ar c'hamera pa n'en deus son ebet d'ober (Charl eo anv ar c'hazh).
Kroget en deus Smooth d'ober seurt sonerezh e Kerzu 2012 hag eo deuet da vezañ e micher. Muioc'h eget 600 000 den koumanantet d'e chadenn en deus hag en deus gounezet un nebeut prizioù er Stadoù-Unanet evit e arz.
Ma blij deoc'h ar c'hoarioù video kentañ hag an doare kanañ acapella kit diouzhtu war chadenn YouTube Smooth McGroove ! : http://www.youtube.com/user/SmoothMcGroove/featured
Bet skrivet gant Ar C'hazh Mallow









