That 70's show
Notenn : 5/5
That 70's show a zo un heuliad bet kroget e 1998 hag echuet e 2006. Padout a ra peb abadenn 22 vinutenn. En heuliad mañ e vez gwellet buhez ur strollad krenarded e fin ar bloavezhioù 70. Eric ur paotr diasur ha lentig, Donna mignonez Eric, femisistez anezhi, Kelso, ganet e fin ar sizhun (c'hoariet gant Ashton Kutsher), Hyde, ur paotr goapaus, a-enep d'ar gevredigezh, Jackie, ur plarc'h vrav, pinvidig hag egasus-tre (c'hoariet gant Mila Kunis e deroù he vicher aktourez).
Ne c'heller ket lavaret e c'hoarvez traoù dreist ordinal d'ar c'henarded-mañ, met an doare ma vez diskouezet an darvoudoù a zo farsus-tre, gant ur sell kritik alies mat diwar benn kudennoù sokial ar bloavezhioù 70 (Meneget e vez alies mat brezel korea, pe an dizingaldegoù sokial etre paotred ha merc'hed pe c'hoazh an embroiñ). An dra-se sillet en un doare sutil, primha berr kuit da vezañ pouner.
Ur bern ijin a zo gant an doare da filmañ : Gwellet e vez soñjoù an dud, pe an doare da wellet ar bed goude bezañ bet eat butun drol ganto, ha traoù all, a laoskan arc'hanoc'h da wellet drezoc'h oc'h unan !
Plijout a ra deoc'h an traoù Kitsch leun a eil derez ? Dreist ! Great eo an heuliad-mañ evidoc'h !
Skrivet gant Laouen












